Keep up to date with every new upload!

Join free & follow Keleier Breizh France Bleu Bre
Share
  • 1 year ago
Keleier Noz, les infos en breton

Keleier Noz, les infos en breton

durée : 00:10:21 - Keleier Breizh France Bleu Breizh Izel - ## Mignoned Armel le Cleac'h war hent ar Sables d'Olonnes

An eurvezhioù diwezhañ war vor eo evit martolod Penn\-ar\-Bed. Milieroù a dud a vo er Sables d'Olonnes evit degemer anezhañ, goude 73 deiz war vor er Vendée Globe. Evit poent eo c'hoazh e penn ar redadeg, un nebeud kilometradoù dirak ar c'hembread Alex Thomson.

Ur bern tud a zo o tont eus Kastell\-Paol evit lidañ erruout paotr ar vro, met ivez eus pelloc'h, evel Lomig, mignon a\-viskoazh eus Armel le Cleac'h, a zo bremañ o chom en enez Sant\-Varzhin, e\-kichen Gwadeloup. Asambles o deus desket bageal e kreizenn Kastell, hag asambles o doa huñvreet erruout e penn ar redadegoù bras. Warc'hoazh, normalamant, e teuio da vezañ gwir an huñvre\-mañ.

## Respont ebet evit liseidi Diwan o deus c'hoant tremen ar vachelouriezh e brezhoneg

Evit poent ne dremenont nemet an arnodenn istor\-douaroniezh e brezhoneg : c'hoant o deus liseidi Diwan Karaez tremen an holl arnodennoù e br

Comments